Degemer mat e Kerpap, eme ar glañvdiourez1 goude bezañ staliet2 ac’hanon em c’hambr nevez, un tamm mat bravoc’h eget hini ospital Brest. En ul lec’h ispisial-tre emaout bremañ, disheñvel diouzh an holl lec’hioù all.
Kredapl3 e weli traoù ‘peus ket gwelet gwech ebet, ha ‘peus ket soñjet james e oa deusoute memes. Tud hag o deus kollet ur vrec’h, pe o divhar, tud hag a gomz dre ur mekanik pa n’int ket gouest da gomz ken… Rez ket bilou, kustumiñ4 a ri.
Penaos e vo ar vuhez amañ ? Penaos e vo an dud ? Mall zo warnon5 dizoleiñ6 ar bed-se. A-raok koan e teu ar glañvdiourez da gerc’hat7 ac’hanon. Reiñ a ra ur gador-ruilh8 din, unan bras ha pounner, ha kas a ra ac’hanon betek ar sal-debriñ.
1 Klañvdiourez° : infirmière
2 Staliañ : installer
3 Kredapl : vraissemblablement
4 Kustumiñ : s'habituer
5 Mall zo warnon : j'ai hâte
6 Dizoleiñ(dizoloet) : découvrir
7 Kerch'at : aller chercher, quérir
8 Kador-ruilh° : fauteuil roulant
Ouzh taol emañ an dud dija. Ur plas zo bet miret evidon. Ma1 staliañ a ra ar glañvdiourez ouzh taol ivez, stardañ2 ma rodoù3, ha setu me etre Mani ha Bene.
Tro-dro d’an daol, ur sapre skipaihl. Mari ne c’hell ket azezañ. En he sav e tebr, paket4 gant ur blastrenn5 hag a ya6 eus he groñj7 betek he divorzhed8.
— Chans 'peus… Chans 'peus bezañ azezet… a randon9 a-hed ar pred.
E-tal dezhi emañ Cedric. Hennezh ne baouez ket da gunujenniñ10 an edukatourien peogwir ne blij ket dezhañ resev11 urzhioù pe alioù. Ur c’harr-tan en deus roet lamm12 dezhañ pa oa war e velo ha tapet en deus un traoma d’e glopenn13. Bep sizhun e resev ul levr bannoù-treset14 dre an ti-post digant ar gwall-vlenier15 en deus diskaret16 anezhan. Christophe zo e-tal din, taget17 gant ur c’hlenved iskis18 abaoe m’eo ganet : war galetaat19 ez a e gigennoù20. Lakaet ez eus bet ennañ mekanikoù a brodu21 stokadoù-redan22 evit o distennañ met diaes eo dezhañ komz ha bale daoust da se. Azezet eo Christophe en ur gador-ruilh tredan anvet « Batmobil ». En e-gichen emañ Bene, azezet en ur gador-ruilh ivez, tres23 kool warni. Va mignoned e vo ar re-se, sur ha n'eo ket marteze.
Ur greizenn addeskiñ24 hag advarrekaat25 ar c'horf eo Kerpap. Ur sanatorium e oa anezhi
1 Ma pe Va (pron.pers) : me, moi
2 Stardañ : serrer, bloquer
3 Rod(où) : roue(s)
4 Pakañ : empaqueter
5 Plastrenn : plâtre, plastron
6 Hag a ya : qui va
7 Groñj : menton
8 Divorzhed : cuisses
9 A-randon : tout de suite (vite)
10 Kunujenniñ : insulter
11 Resev : recevoir
12 kaout reiñ lamm : percuter
13 Klopenn : crâne
14 Levr bannoù-treset : bande dessinée
15 Gwall-vlenier : chauffard
16 Diskar(v) : renverser
17 Tagañ : attaquer, dévorer
18 Iskis : terrible, affreux
19 Kaletaat : durcir
20 Kigenn(où) : muscle
21 Produiñ : produire
22 Stokad-redan : choc électrique
23 Tres : d'apparence
24 Addeskiñ : rapprendre
25 Advarrekaat) : rendre capable
pa oa bet savet e 1920, evit ober war-dro1 an dud taget gant an droug-skevent2. E 1965 e oa deuet da vezañ ur greizenn advarrekaat. Hini vrasañ Europa eo bremañ. An hini vrudetañ ivez. Pemp hektar ha tregont a ya d’ober ar park tro-dro ar greizenn, war bord ar mor, war gumun Plañvour. Pevar c’hant den a vez bemdez e Kerpap o teskiñ mestroniañ3 o c’horf en-dro. Div drederenn4 a dud gour5 hag un drederenn a vugale. E-tro eizh kant den a vez oc’h ober war-dro ar glanvourien6. Tud a bep seurt micher : medisinid, kineoù, buhezourien, edukateurien, psikologourien, apotikerien, dentourien, moniteurien sport, klañvdiourien, ortopedisted, ergoterapourien, stummerien7 war ar blenian, kelennereien, tud ar c’hempenn8, kasourien karrigelloù, keginerien ha me oar me9.
Ken bras eo ar savadurioù ma’z eo boas10 al labourerien da fiñval eus ul lec’h d’egile gant ur velo pe un droterez11. Ar c’hadorioù-ruilh eo ar pezh a vez gwelet ar muiañ avat. Bezañ ampechet12 n’eo ket dreist-ordinal e mod ebet13 amañ hag a- ratozh14 eo renket kement lec’h zo diouzh15 nammoù hag ezhommoù an holl. Meur a savadur ha meur a servij zo evit an dud gour : servij an dud devet, servij an dud o deus bet un traoma d’o c’hlopenn, ur servij traoma-ortopediezh evit an dud bet torret o eskern dezho (graet e vez servij « tamalou » anezhañ dre ma16 vez ur bern tud o
1 Ober war-dro : s'occuper de, soigner
2 Droug-skevent : tuberculose
3 Mestroniañ : maîtriser
4 Div drederenn : deux tiers
5 Gour : hommes et femmes
6 Klanvourien : malades
7 Stummerien : formateurs
8 Kempenn : ménage, propreté
9 Ha me oar me : et que sais-je
10 Boas : accoutumé, habitué
11 Troterez : trotinette
12 Ampechet : handicapé
13 E mod ebet : d'aucune façon
14 A ratohz : exprès
15 Bezañ diouzh : être fonction de (dépendre)
16 Dre ma : à mesure que, parceque
klemm dizehan1 ennañ, padal2 e vo adtapet ar bale ganto a-raok pell), ur servi medullaire evit ar re zo bet gloazet3 da vat4 o mel-kein5 hag a zo paraplejik pe tetraplejik, ur servij evit an dud o deus kleñvedoù neurologel hag unan all evit ar re o deus kudennoù gant o c'halon (mann da welet gant ar garantez !). E savadurioù ar re yaouank e vez bodet bugale hag o deus a bep seurt Kudennoù : klenvedoù neurologel, bugale devet, torret, troc'het, traomet. Ur bern traoù all zo evit pareañ6 an dud : ur poull-neuial bras- bras gant dour mor tomm-kenañ, ur bern salioù kine, ur stal ortoprotesiezh evit fardañ7 brec'hioù ha garoù nevez. ur sal ergoterapiezh evit ober labour-dorn.…
Ouzhpenn ul lec'h evit pareañ eo Kerpap : ul lec'h evit bevañ, ur gwir vilajenn. Pep kambr a sko8 war Enez Groe. Ur park brav-meurbet a ziskenn betek ar mor. Salioù sport zo hag ur skolaj, servijoù sokial, ur sial levrioù, burevioù melestradurel9 hag ar c'hlub... Ar c'hlub zo anezhañ un ostaleri (hep alkool evel- just, arabat huñvreal), brav a-walc'h, ur siminal vras en he c'hrelz. Kouignoù evit ar begoù lipous, c’hoarioù koad, c'hoarioù video. Ur Super Nintendo zo, memes. Youc'hou ! Sot on gant Super Mario Bros. Er savadur U3 emaon, hini ar grennarded. Pemp warn-ugent omp, o chom da gousket da
1 Dizehan : sans cesse
2 Padal : pourtant, cependant
3 Gloazañ : blesser
4 Da vat : sérieusement, pour de bon
5 Mel-kein : moële épinière
6 Pareañ : guérir
7 Fardañ : préparer
8 Skeiñ (sko) : être orienté, tourner
9 Melestradurel : administration
noz. Gwallzarvoudoù1 euzhus2, nammoù skrijus, korfoù drailhet3… kriz pe grisoc’h4 eo istor pep hini met n’eus den evit spontañ5. Boutin6 eo ar pep spontusañ e Kerpap. Gant se ne vez ket sellou a druez7 etre an dud, na barnadennoù8. Ne vez ket lâret n’omp ket « normal » e mod ebet. Bepnoz, e-tro eizh eur, e vez steudet9 an dud dirak burev ar c’hlañvdiourezed, pep hini o c’hortoz e bikurenn bemdeziek. « Aiou ! » a vez klevet gant lod10, mut e chom an dud seizet11. Ne souezher ket evit ken nebeut a dra. Padal, e- maez eus Kerpap, pa c’hoarvez ganeomp ober ur bikadenn 12dirak an dud e vezomp gwelet evel tud klañv pe drammet13 diouzhtu. Christophe ivez, paotr e Vatmobil, a vez barnet buan. Pa vezomp en davarn e santomp prim14 e soñj d’an dud eo mezv-dall abalamour d’e gerzhed15 kamm-digamm ha d’e gomzoù gak16.
Doujañs17 ha kengred18 a vez etre ar glañvidi kenkoulz hag19 etre ar glañvidi hag an dud a ra war hon zro. Den n’en deus dibabet en em gavout e Kerpap, met emskiant20 omp holl e rankomp tennañ hon mad21 eus al lec’h dibar-se22 evit mont er-maez en ur stad welloc’h. Emskiant omp ivez e vez kalz diaesoc’h ar vuhez er-maez.
— Eh tudoù ! Selaouit an ton-se, farsus eo : « J’ai la quéquette qui colle, j’ai les bonbons qui font des bonds, j’ai la quéquette qui colle, dansons sur le pont d’Avignon… »
Gerioù diaes - pajenn 59
1 Gwallzarvoud(où) : accident(s)
2 Euzhus : affreux, horrible
3 Drailhet : brisé, déchiqueté
4 Kriz pe grisoc'h : + ou - cruel
5 Spontañ : effrayer
6 Boutin : commun, public
7 Truez : pitié
8 Barnadenn(où) : jugement(s)
9 Steudañ : alligner, mettre en file
10 Gant lod : pour quelques uns
11 Seizañ : paralyser, devenir par.
12 Pikadenn : piqure
13 Drammañ : droguer
14 Prim : rapide, agile
15 Kerzhed : marche, démarche
16 Gak : bègue
17 Doujañs : respects
18 Kengred : solidarité
19 Kenkoulz hag : aussi bien que
20 Emskiant : conscience
21 Tennañ hon mad : tirer profit ( notre bienfait)
22 Dibar : spécial, exceptionnel
An holl zo o sellet ouzhin, dispourbellet1 o daoulagad. Sur-walc’h e kavont droch2 an ton. Ken dic’hortoz3 eo, avat, ma tiroll4 an holl da c’hoarzhin a-benn ar fin. Ha setu ni da doullañ kaoz5, laouen, da farsal asambles ha da gamaladin. Butuniñ a-stroll6 goude ar pred, ober redadegoù kadorioù-ruilh evit mont d’ar c’hine pe konkouirioù kadorioù div rod en trepasoù : buan e tapan plegoù ar vandennad7.
Un implij-amzer stank8 am bez e Kerpap : dijuniñ, kine, poull-neuial, pred, kine, sport. Pleustriñ a ran war ar gwaregañ9, ar ping-pong, c’hwezhañ en ur sarbacane, ha kement tra o vezañ azezet war ma c’hador. Sañset on da vont d’ar skol ivez. Diegi10 am eus avat ha bemdez e vez graet skol louarn ganin. Gwelloc’h zo d’ober : adtapout ma divhar da gentañ penn, ha kaout plijadur gant va mignoned nevez.
P’hor bez amzer vak ez eomp holl asambles war an draezhenn en ur c’hoari ar viskoulenn11. Pep a gador-ruilh, lost-ha-lost, staget an eil re ouzh ar re all, Christophe e penn gant e Vatmobil tredan, ha yao gant an hent. C’hoarzhadegoù12 e-leizh, dreist-holl pa gouezh unan bennak en ur c’horn-tro13. An nebeud re a zo barrek da vont war-sav un tammig a sikour ar paourkaezh Yannig da azezañ en-dro14. Plijadur zo ivez pa vezomp o c’hoari gant Mario Bros er c’hlub. A-wezhioù e c’hoariomp
1 Dispourbellañ : écarquiller
2 Droch : ridicule, farfelu
3 Dic'hortoz : inattendu
4 Diroll : déchaîné, dissolu
5 Toullañ kaoz : engager la conversation
6 A-stroll : en groupe
7 Bandennad : bande (groupe)
8 Stank : serré
9 Gwaregañ : tir à l'arc
10 Diegi : paresse
11 Biskoullen : chenilles
12 C’hoarzhadegoù : rires (coll)
13 Korn-tro : virage, tournant, recoin
14 En-dro : de nouveau
ken pell ma vez krazet1 ar Super Nintendo. Skramm du. Netra d’ober. Tomm ar mekanik betek re, pe trec’het2 ganeomp. KO. — Deomp da bourmen er park, a lâr Béné din. Ur ger kuzh eo se. « Deomp da vutuniñ butun-drol » a dalv3. Naon du hor bez goude hon fourmenadennoù. Ha ni da gargañ hon c’hof hon-div gant kouignoù lipous ar c’hlub. Buan e teu Béné da vezañ va mignonez vras. Eus Montroulez eo, seitek vloaz eveldon. Erruet e oa e Kerpap e miz Meurzh. E miz Kerzu he doa bet he gwallzarvoud. O c’hoari biz-meud e oa etre Kastell-Paol ha Montroulez. Noz e oa. Un oto en doa diskaret anezhi : drailhet he c’har dezhi ha torret he divgroazell4. Chomet e oa ur sizhunvezh er c’homa ha troc’het e oa bet he gar. Dezhi eo bet lâret evel m’eo bet lâret din. Da viken e vimp stanket en hon c’hador- ruilh. Kozh kaoziou5. N’hon eus ket graet studioù war ar skiantoù, met spi ha youl6 zo ganeomp bepred.
1 Krazañ : griller
2 Trec'hañ : vaincre
3 A dalv : ça signifie
4 Divgroazell : reins
5 Kozh kaozioù : vieilles histoires
6 Youl : volonté, ardeur